Fallout (heuliad c'hoarioù video)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fallout zo un heuliad c'hoarioù video doare RPG en ur bed peurzistrujet. Krouet e oa bet gant Interplay Entertainment. An heuliad c'hoarioù video a dremen en XXIIvet kantved ha XXIIIe kantved, gant un aergelc'h atompunk ha retrodazontel. Awenet eo bet bed ar c'hoari hag an tresoù implijet gant ar sevenadur goude an Eil Brezel-bed stadunanat eus ar bloavezhioù 1950. Ur meskaj eo etre spi en teknologiezhioù nevez, gortoz ur salver, aon bras rak an armoù nukleel ha distruj an denelezh dre o implij. Bez e oa bet dija ur c'hoari memes doare a-raok ma vefe embannet ar c'hentañ hini eus an heuliad Fallout, anvet e oa Wasteland. Embannet e oa bet e 1988, hag an heuliad Fallout a vez gwelet evel kendalc'hadur speredel ar c'hoari-se.
An daou c'hoari kentañ en heuliad, Fallout ha Fallout 2, a oa bet savet gant ar studio c'hoari video Black Isle Studios.
Ar studioioù Micro Forté ha 14 Degrees East o doa sevenet e 2001 ar c'hoari Fallout Tactics: Brotherhood of Steel. Ar c'hoari a zo unan strategiezh hag role-playing game. E 2004, Interplay a roe lamm da Black Isle Studios, met kenderc'hel a rae da broduiñ ur c'hoari avantur gant lodennoù RPG war PlayStation 2 hag Xbox, Fallout: Brotherhood of Steel.
Un trede c'hoari a zo bet ouzhpennet d'an heuliad anvet Fallout 3, hag a voe embannet e 2008 gant Bethesda Softworks. Heuliet e voe gant Fallout: New Vegas e 2010, savet gant Obsidian Entertainment. Fallout 4 a zo bet embannet e 2015.
Bethesda Softworks a zo perc'henn ar gwir da sevel c'hoarioù Fallout. Nebeut amzer goude bezañ bet prenet ar gwirioù hag ar perc'henniñ speredel, Bethesda a lakae da dalvezout ar c'hoant da sevel ur c'hoari doare massively multiplayer online role-playing game (MMORPG) Fallout digant Interplay. An MMORPG en doa tizhet pazenn ar stumm beta dre labour Interplay, met ur sach-blev gwirel etre Bethesda Softworks hag Interplay a nac'has da genderc'hel gant echuiñ ar c'hoari betek ma vefe rediet nulañ anezhañ. Bethesda a embanne dirak al lez-varn ne oe ket bet senetet mat gant Interplay d'ar c'hevrad ha d'ar gwirioù perc'henniñ. An afer a voe barnet ha roet ar gwir da Bethesda.