![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e6/Dioecesis_Orientis_400_AD.png/640px-Dioecesis_Orientis_400_AD.png&w=640&q=50)
Douar Santel
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.
Evit implijoù all, gwelet Douar Santel (disheñvelout).
Stad | Israel, Stad Palestina ![]() |
---|---|
Lec'h | Southern Levant ![]() |
Lec'hiadur | Reter-Kreiz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 31°46′42″N 35°13′47″E ![]() |
![Map](http://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,31.778333333333,35.229722222222,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Douar+Santel&revid=2069278&groups=_87e24495728331b1522b6de406c7f7a676a5dde8)
An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jordan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).
Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem : Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna, ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar C'hinivelezh ; e kêriadenn Ein Kerem iliz ar Weladenn ; hag e Nazaret iliz ar C'hemennadur.
Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.
Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam. Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".
Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.