From Wikipedia, the free encyclopedia
Un disheolier zo ur benveg da zisheoliañ an dud, da reiñ dezho disheol, dezho da c'hallout chom er-maez hep gouzañv nerzh an heol.
Tennañ a ra d'an disglavier un tamm, met kalz brasoc'h e vez peurliesañ. Evel an disglavier e ra evel un tamm toenn a-us d'ar pennoù, gant un tamm danvez stegnet d'ober disheol. Pa ne vez ket tev a-walc'h e c'haller santout an tommder a-dreuz an disheolier evelkent.
A bep seurt disheolieroù zo: ar re vihan a vez douget gant an dud, hag ar re vrasoc'h, kalz ponneroc'h, hag a vez lakaet e-kichen taolioù ha kadorioù, da zebriñ er-maez, pe e-kichen kadorioù-hir, d'an dud da c'hourvez a-wechoù.
E kevredigezhioù zo e weler tud pinvidik gant mevelien o terc'hel disheolieroù dreist o fenn.
En Europa ar XVIIvet kantved e veze morianed yaouank, sklaved e gwirionez, e tiegezhioù zo o terc'hel an disheolier a-us da bennoù maouezed an tiegezhioù pinvidik.
Plijout a ra d'an hañvourien astenn en heol met pa vez re greñv nerzh an heol e plij dezho kavout un tamm disheol dindan un disheolier. A-wechoù e nij kuit an disheolier gant an avel.
Arouez ar rouaned e oa an disheolier gwenn e Gevredazia . E welout a c'haller war ardamezioù Kambodia, ha re Laos a-raok 1975.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.