Dinis Iañ Portugal
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dinis Iañ Portugal (Lisboa, 9 a viz Here 1261 — Santarém 7 a viz Genver 1325) a voe c'hwec'hvet roue Portugal, lesanvet o Lavrador (al labourer-douar) abalamour ma reas plantañ pineg Leiria, hag o Rei-Poeta (ar roue-barzh) abalamour d'e oberenn varzhel.
Mab e oa d'ar roue Afonso III, ha d'e bried, an infantez Beatriz Kastilha. Kurunennet e voe e 1279, d'an oad a 17 vloaz.