Lisbon
kêr-benn ar Portugal / From Wikipedia, the free encyclopedia
Lisbon pe Lisboa (portugaleg, stumm implijet ivez e brezhoneg) eo kêr-benn Portugal. Emañ war an aod, e kreiz Portugal. Kreizenn genwerzhel, greantel ha politikel ar vro eo Lisbon. Eno emañ sez ar gouarnamant. Eno ivez ez eus meur a skol-veur. Porzh-mor brasañ Portugal eo Lisbon ivez. E 2001 e oa 564 477 a dud o chom e kêr, ha war-dro 2,8 milion a dud a oa o vevañ en tolpad-kêrioù.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7f/LocalLisboa.svg/300px-LocalLisboa.svg.png)
War aber ar stêr Tejo (Tajo) eo bet savet Lisbon. Ar Pont Vasco da Gama a liamm kêr ouzh ribl su ar stêr. Unan eus pontoù hirañ ar bed eo, ha pont hirañ Europa : 17,2 km eo e hed.