![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/81/Denis_Vrain-Lucas.jpg/640px-Denis_Vrain-Lucas.jpg&w=640&q=50)
Denis Vrain-Lucas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Denis Vrin Lucas, pe « Vrain-Lucas », ganet d'ar 1añ a viz Kerzu 1816 e Lanneray (Eure-et-Loir) ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1881 e Châteaudun, a oa ur falser gall hag a werzhe lizheroù gallek skrivet gant Aristoteles pe Jezuz.
Fedoù berr-ha-berr
Denis Vrain-Lucas | |
---|---|
![]() Denis Vrain-Lucas (c. 1870) | |
Ganedigezh | 1añ a viz Kerzu 1816 Lanneray (28) |
Marv | 11 a viz Ebrel 1881 Châteaudun (28) |
Broadelezh | ![]() |
Micher | Kloareg noter Grefier |
Albac'henn | Falserezh |
Serriñ
Brudet eo evel oberour an « dastumad Chasles », ur pakad falsdornskridoù a zeuas a-benn da werzhañ d'ar matematikour Michel Chasles, goude kontañ e oant gwir zornskridoù.
Mab e oa d'un devezhour ha d'ur vatezh. Yaouankik e krogas da labourat er mereurioù met deskiñ a reas lenn ha skrivañ er skol. Goude e reas studioù; hep tremen e vachelouriezh avat.