Deauville a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Thumb
Bathing Time at Deauville
Eugène Boudin, 1865
Fedoù berr-ha-berr Kumunioù Bro-C'hall ...
Kumunioù Bro-C'hall
Deauville
Thumb
Thumb
An ti-kêr
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Lisieux
Etrekumuniezh Cœur Côte Fleurie
Kanton Kanton Trouville-sur-Mer
Kod INSEE 14220
Kod post 14800
Maer Philippe Augier
(tu-dehoù, distrollad)
Amzer-gefridi 2020-2026
Gorread 3,57 km²
Led 49° 21' 36" Norzh
Hed 00° 04' 31" Reter
Uhelder kreiz 5 m
Uhelder bihanañ 0 m
Uhelder brasañ 83 m
Poblañs
hep kontoù doubl
3 968 (2008)
Stankter 1 111 a./km²

Lec'hienn ar gumun Deauville
Serriñ

Istor

XIXvet kantved

XXvet kantved

  • Eil brezel-bed, 1944: d'an 22 a viz Eost e penn-kentañ an endervezh e voe lazhet tri soudard eus un unanad gweladenniñ eus ar 1st Battalion Royal Ulster Rifles (Rouantelezh-Unanet) e Deauville. D'an 23 e teu an 3vet Kompagnunezh eus ar Vrigadenn Piron (Belgiz-Luksembourgiz) tre e Deauville bet dilezet gant an 346vet Rannlu Troadegiezh (Jeneral Diestel) alaman[1]. Mervel a reas 23 den nann-soudard e Deauville e 1944 abalamour d'ar brezel[2].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Saint-Augustin, chapelioù Saint Joseph, Saint Laurent ha Notre-Dame de Pitié[3].

Brezelioù-bed

  • Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Deauville Communal Cemetery
Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a dud ...
Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 2
Hollad 2
Serriñ

Marvet int e 1917, e-pad ar Brezel-bed kentañ[4].

  • Plakennoù an daou soudard belgiat hag an tri soudard eus ar Rouantelezh-Unanet marvet en emgannoù e Deauville e 1944.

Armerzh

Douaroniezh

Emdroadur ar boblañs 1793-2007

Melestradurezh

Tud

Ganedigezhioù

  • Hugo Tirard (1977), mestrc'hoarier echedoù etrebroadel ha kelenner war ar matematikoù

Marvioù

  • Eugène Boudin, livour, d'an 8 a viz Eost 1898
  • Jean-Edern Hallier, skrivagner, d'an 12 a viz Genver 1997
  • Alfred Sirven, den a afer, d'an 12 a viz C'hwevrer 2005

Tud liammet gant istor ar gêr

  • Gustave Flaubert (1821-1880), skrivagner, a oa boaz da vont eno pa ne oa nemet ur gêriadenn lec'h ma oa e zud perc'henned d'un atant a oa gwerzhet gantañ e 1875[5].
  • Suzy Solidor (1900-1983), kanerez : kregiñ a reas he micher eno e 1929
  • Coco Chanel (1883-1971), stilourez, kenlabourerez : digeriñ a reas he eil stal eno en hañv 1913
  • Jean Gabin (1904-1976), a voe o chom eno etre 1958 ha 1974[6],[7],
  • Louis de Funès (1914-1983), aktour sinema : un ti en doa eno.
  • Rita Hayworth (1918-1987), aktourez stadunanat : bet e oa o chom eno er bloavezhioù 1950 gant he gwaz ar priñs Ali Khan
  • Yves Saint Laurent (1936-2008), stilour ha krouer, a oa boaz da chom eno. Digeriñ a reas unan eus e stalioù kentañ er c'hazino. Ur blasenn zo bet anvet diwar e anv.
  • taget e voe ar c'hazino gant Jacques Mesrine ha François Besse d'ar 26 a viz Mae 1978 ha laeret ganto 130 000 Lur (70 934,5 € e 2019)[8]

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.