![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/53/Devenish_Island.jpg/640px-Devenish_Island.jpg&w=640&q=50)
Daimhinis
From Wikipedia, the free encyclopedia
Daimhinis (Devenish island e saozneg[1]) zo un enezenn e lodenn izelañ Loch Éirne, en Hanternoz Iwerzhon.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/53/Devenish_Island.jpg/640px-Devenish_Island.jpg)
Aspadennoù eus ur manati savet eno gant sant Molaise er VIvet kantved, war un hent pirc'hirinaj etrezek Cruach Phádraig, a weler eno c'hoazh. Distrujet e voe ar manati e 837 gant Vikinged, hag e 1157 adarre e-kerzh brezelioù etre pennoù klannoù eus Iwerzhon. Adsavet e voe er Grennamzer gant Aogustined ha dediet d'ar Werc'hez Vari. Un tour 25 m uhelder zo war an enezenn ; savet e voe en XIIvet kantved.