skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Chrestien de Troyes, pe Chrétien de Troyes (~1130 - ~1185) zo ur skrivagner gallek eus dibenn an XIIvet kantved hag en deus skrivet diwar-benn mojennoù An Daol Grenn ; gantañ e vije bet krouet an haroz Lanselod, hervez ar vrud, met roud eus ar marc'heg-se a gaver koulskoude e skridoù koshoc'h. Bez' ez eo unan eus ar c'hentañ skrivagnerien c'hallek anavezet hag eus oberourien romantoù marc'hegerion.
Kloareg e oa e lez Champagn, en amzer Herri Iañ Champagn hag e bried Mari Bro-C'hall (1145–1198), merc'h henañ ar roue gall Loeiz VII hag e bried kentañ Eleanora Akitania. Dont a c'hallfe e anv eus e relijion, rak brudet e oa Rachi de Troyes, ur rabin yuzev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.