ChatGPT
From Wikipedia, the free encyclopedia
ChatGPT (Chat Generative Pre-trained Transformer e saozneg) a vez graet eus ur chatbot naouegezh alvezel[1] savet gant OpenAI, un embregerezh stadunanat, ha lakaet war ar gwiad e miz Du 2022. Arbennikaet eo war ar c'hendiviz. Diazezet eo war batromoù yezh ledan, ha reiñ a ra tu d'an implijerien da ren ha da rezisaat un diviz en hirder, er stumm, er c'hiz, hag el live rezisted, ha yezh a fell dezhañ. Goulennoù ha respontoù an implijer a vez sellet oute evel kenarroud e pep pazenn eus an diviz[2].
Deiziad krouiñ | 30 Du 2022 |
---|---|
Implij | natural language generation, machine translation, AI-generated text |
Anv | ꠌꠣꠐ ꠎꠤꠙꠤꠐꠤ, ChatGPT |
Titl | ChatGPT |
Anvet diwar | online chat, GPT-1 |
Raklec'hiet gant | GPT-3 |
Krouet gant | OpenAI |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | liesyezhek |
Deiziad embann | 30 Du 2022 |
Oberataer | OpenAI |
Dizoloer pe ijiner | OpenAI |
Doare sevel | supervised learning, reinforcement learning |
Diorroer | OpenAI |
Savenn | Merdeer, application programming interface |
Lavar programiñ | Python |
Software version identifier | ChatGPT April 29, 2024 Version |
Arload ofisiel | ChatGPT |
Lec'hienn ofisiel | https://chatgpt.com/ |
Deskrivet en URL | https://openai.com/blog/chatgpt/ |
Hashtag | ChatGPT |
Aotre-implijout | proprietary license |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
A implij | Reinforcement Learning from Human Feedback, Proximal Policy Optimization, GPT-3, GPT-4, Fine-tuning |
FAQ URL | https://help.openai.com/en/articles/6783457-chatgpt-faq |
Login URL | https://chatgpt.com/auth/login |
E miz Genver 2023 e oa deuet da vezañ an arload meziant poblek a greske ar muiañ en Istor, o c'hounit ouzhpenn 100 milion implijerien hag e vountas kresk priziadur OpenAI eus 80 miliard a zollarioù[3][4]. Deroù ChatGPT a vroudas kevezerien da ginnig o froduioù, en o mesk Gemini, Ernie, LLaMA, Claude, ha Grok.[5]. Microsoft a roas lañs da gCopilot, diazezet war GPT-4. Tud zo o deus savet o mouezh da zisklêriañ e oant nec'het gant barregezh ChatGPT ha programmoù damheñvel da gemer lec'h pe da skoanañ speredegezh mab-den, da aessaat ar fed da gopiañ labour tud all, pe ar c'helaoùiñ faos[6][7].
Mont a ra en-dro dre skrid hepken: sevel a reer ur goulenn outañ ha dont a ra ar respont war wel (skeudenn).
Savet eo ChatGPT diwar heuliadoù treuzfurmerioù ganer rak-gourdonet OpenAI (e saozneg generative pre-trained transformer pe GPT) ha reizhet eo evit bezañ implijet e divizoù oc'h ober gant deskerezh goursellet ha deskerezh kreñvaet gant feedback denel[8]. Da gentañ, ChatGPT a oa bet lakaet war ar gwiad digoust, evel un tañva, met en abeg d'ar berzh en deus graet, OpenAI a bourchas ar servij-se hervez patom ar freemium hiviziken. Gallout a ra an implijerien ober gant ar stumm diazezet war GPT-3.5, e-keit ha ma vez pourchaset ar stumm GPT-4 ha traou all d'ar re a bae ar servij "ChatGPT Plus".