From Wikipedia, the free encyclopedia
Bro-C'hall tramor, anvet ivez DOM-TOM, eo an holl zouaroù a zo war un dro dindan galloud Bro-C'hall hag er-maez eus Bro-C'hall, pe er-maez eus ar metropol, pe ar vammvro. Aspadennoù int eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall, ha dre c'hoap e komzer a-wechoù eus "confetti an Impalaeriezh".
2 653 942 a dud a oa e Bro-C'hall tramor, pe en DOM-TOM d'ar 1añ a viz Genver 2010.[1]
Kaoz a vez eus DOM-TOM, da lavarout eo Département d'outre-mer - Territoire d'outre-mer evit komz eus douaroù hag a zo disheñvel o statud alies.
Un toullad douaroù gall zo anvet Departamantoù ha rannvroioù gall tramor a zo heñvel o statud ouzh hini pep departamant gall ha pep rannvro c'hall. Sed o anvioù:
Gwadeloup, Martinik, ha Gwiana a ya d'ober departamantoù gall Amerika (DFA). Abaoe kempenn ar Vonreizh c'hall e 2008 ez int aotreet da sevel reolennoù zo, war traoùigoù zo, er-maez eus moneiz, broadelezh c'hall, arme, politikerezh diavaez, polis, dilennadegoù, justis.
En Unaniezh Europa emañ an DOM, anezho Rannvroioù Tro-war-dro Pellañ (régions ultrapériphériques)[2]..
Pa gomzer eus strollegezh tramor (COM) e komzer eus douaroù disheñvel o statudoù. Bez' ez int:
Kaledonia-Nevez zo ur strollegezh sui generis, disheñvel he statud diouzh ar re all.
Tiriad Douaroù aostral hag antarktike Frañsl (berraet e TAAF e galleg) a zo un tiriad tramor gant ar statud dezhe o-unan. An Inizi Strewet (Bassas da India, Europa, Inizi Glorius, Juan de Nova, Tromelin) a zo pempet distrig an TAAF abaoe 2007. Ar re ziwezhañ-mañ a zo arc'het gant Stadoù all.
Enez Clipperton zo perc'henniezh prevez d'ar Stad c'hall, meret war-eeun gant ministr gall an douaroù tramor abaoe 2007.
Statud | Niver a dud (Genver 2010)[1] | Gorread |
---|---|---|
DOM-ROM | 1 873 942 | 96 268 km² |
COM | 534 000 | 5 132 km² |
Stollder sui generis | 246 000 | 18 575 km² |
En holl | 2 653 942 | 119 975.4 km² |
Banniel | Anv | Pennlec'h | Niver a dud (2008) | Gorread | Lec'hiadur | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|---|---|---|
Statud : Departamant tramor ha Rannvro tramor | ||||||
Gwadeloup | Basse-Terre | 405 500 | 1 628 km² | Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) | Inizi Saint-Barthélemy ha Saint-Martin zo deuet da vout strollegezhioù tramor distag e 2007. | |
Gwiana | Cayenne | 221 500 | 91 000 km² | Suamerika (Amazonia) | ||
Martinik | Fort-de-France | 402 000 | 1 128 km² | Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) | ||
Réunion | Saint-Denis | 802 000 | 2 512 km² | Afrika (Kornôg Meurvor Indez) | ||
Mayotte | Mamoudzou | 186 452 (2007) |
374 km² | Afrika (Kanol Mozambik) | Cheñchamant statud en ur rannvro tramor e 2011, arc'het gant Komorez | |
Statud : Stollegezh tramor | ||||||
Polinezia c'hall | Papeete | 259 596 (2007) |
4 167 km² | Meurvor Habask (Polinezia) | ||
Saint-Barthélemy | Gustavia | 8 450 (2007) |
21 km² | Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) | Strollegezh dispartiet diouzh Gwadeloup abaoe 2007 | |
Saint-Martin | Marigot | 35 263 (2006) |
54.4 km² | Norzhamerika (Antilhez Bihanañ) | Strollegezh dispartiet diouzh Gwadeloup abaoe 2007 | |
Sant-Pêr-ha-Mikelon | Sant-Pêr | 6 125 (2006) |
242 km² | Norzhamerika (Er reter d'an Douar-Nevez ha Labrador, Kanada) | ||
Wallis-ha-Futuna | Mata-Utu | 13 484 | 274 km² | Meurvor Habask ar Su (Polinezia) | ||
Statud : strollegezh sui generis | ||||||
Kaledonia-Nevez | Nouméa | 245 580 (2009) |
18 575 km² | Meurvor Habask ar Su (Melanezia) | Statud tremen, referendom e 2014 war an dizalc'hiezh |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.