![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/20/WWImontage.jpg/640px-WWImontage.jpg&w=640&q=50)
Brezel-bed kentañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Brezel-bed kentañ, a anver Brezel Bras ivez, zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Arvez | Impalaeriezh trevadennel Alamagn ![]() |
---|---|
Heuliet gant | Eil Brezel-bed, interwar period ![]() |
Deiziad | 11 Du 1918 ![]() |
Deiziad kregiñ | 28 Gou 1914 ![]() |
Deiziad echuiñ | 11 Du 1918 ![]() |
Prantad | Q6495391 ![]() |
Perzhiad | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Galloudoù kreiz, Aostralia, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon ![]() |
Abeg pennañ | abegoù lies ![]() |
Abeg kentizh | Gwalldaol Sarajevo ![]() |
Deskrivet en URL | https://dmna.ny.gov/historic/reghist/wwi/HonorList/?l=g ![]() |
Deskrivet dre | Dielloù Phyllis Buchanan ![]() |
Istor | timeline of World War I, diplomatic history of World War I ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World War I ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4f/WWI-re.png/640px-WWI-re.png)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4a/Map_1914_WWI_Alliances.jpg/640px-Map_1914_WWI_Alliances.jpg)
Brezel-bed a vez lavaret rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a Stadoù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet "ar Brezel Bras", ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv ha Der des Ders ("an hini diwezhañ-holl").
E-kerzh an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, an dugez Hohenberg, gant Gavrilo Princip, ur broadelour serb eus Bosnia.
Er bloaz 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da vont war ziskar, pa voe sinet arsavioù-brezel gant Rouantelezh Bulgaria d'an 29 a viz Gwengolo, an Impalaeriezh otoman d'an 31 a viz Here hag Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, an impalaer alaman Wilhelm II a zilezas an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sinas an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 e Compiègne, o lakaat termen d'ar brezel ; d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h dre Feur-emglev Versailhez.
Ar Brezel Bras zo bet unan eus gwashañ brezelioù Istor mab-den, gant un 9 milion bennak a soudarded lazhet ha 23 milion gloazet ; ouzhpenn da 5 milion a drevourien zo bet lazhet gant obererezhioù milourel, an naonegezh ha ar c'hleñvedoù.