Bretoned
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Vretoned (pe Breizhiz) eo anv ar bobl a zo o chom e Breizh.
Peurvuiañ e lavarer e teu ar Vretoned eus daou rumm tud :
- ar Gelted damromanekaet a oa en Arvorig goude an aloubadeg roman er Iañ kantved kent JK ;
- ar Vrezhoned deuet eus Enez Vreizh adalek ar VIvet kantved eus Kembre hag eus Kernev-Veur dreist-holl ; int-i a voe diazez istorel Breizh goude ma ne voe ket peurvrezhonekaet ar vro gante.