Braveheart a zo ur film istorel , brezel ha drama stadunanat , sevenet ha c'hoariet gant Mel Gibson , deuet er-maez e 1995 . Kontañ a ra buhez William Wallace , ur brogarour ha brezelour skos eus an XIII vet kantved hag a oa e penn Skosiz e-pad ar brezel a-enep ar roue saoz Edouarzh Iañ .
Logo ar film Braveheart
Ar film en deus gounezet pemp Oscar da-geñver 68vet gouel an Oscar : gwellañ skeudenn, gwellañ pintañ, gwellañ film, gwellañ frammañ ar son ha gwellañ sevener.
E fin an XIII vet kantved e teu a-benn Edouarzh Iañ da aloubiñ Rouantelezh Bro-Skos hag e laka e holl nerzh evit mestroniañ e vro nevez dre heg.
Daoust m'eo bet lazhet e dad gant ar Saozon e fell da William Wallace ren ur vuhez sioul asambles gant e wreg, Murron. Met cheñch soñj a reas pa voe drouklazhet honnezh evit bezañ skoet gant ur soudard.
E penn an emsav e vo William Wallace diwar neuze...
Scott Neeson gant Mel Gibson, e-pad filmadenn Braveheart , e 1995
Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2011 gant Dizale ha skignet war Tébéo , TébéSud ha TV Rennes 35 [1] .
William Wallace
Mel Gibson : William Wallace (stumm e brezhoneg : Tangi Daniel ),
Sophie Marceau : Isabelle a Frañs (stumm e brezhoneg : Nolwenn Korbell ),
Patrick McGoohan : Roue Edouard (stumm e brezhoneg : Jil Penneg ),
Angus Macfadyen : Robert the Bruce (stumm e brezhoneg : Riwal Kermareg ),
Catherine McCormack : Murron MacClannough (stumm e brezhoneg : Aziliz Bourges ),
James Cosmo : Campbell (stumm e brezhoneg : Tony Foricheur ),
Jeanne Marine : Nicolette (stumm e brezhoneg : Goulwena an Henaff ),
Brendan Gleeson : Hamish (stumm e brezhoneg : Yann-Herle Gourvès ),
David O'Hara : Stephen a vro Iwerzhon (stumm e brezhoneg : Manu Mehu ),
Peter Hanly : Priñs Edouard (stumm e brezhoneg : Gentaz ar Buhé ),
Seán McGinley : MacClannough (stumm e brezhoneg : Sten Charbonneau ),
Brian Cox : Argyle Wallace (stumm e brezhoneg : Jakez André ),
Sean Lawlor : Malcolm Wallace (stumm e brezhoneg : Yann-Edern Jourdan ),
Stephen Billington : Phillip (stumm e brezhoneg : Iwan Benoist ),
Alun Armstrong : Mornay (stumm e brezhoneg : Stefan Moal ),
John Murtagh : Lochlan (stumm e brezhoneg : Loic de Chateaubriant ),
Tommy Flanagan : Morrison (stumm e brezhoneg : Klet Beyer ),
Donal Gibson : Stewart (stumm e brezhoneg : Didier Dreo ),
Malcolm Tierney : Magistrate (stumm e brezhoneg : Mark Gwilliou ),
Gerda Stevenson : Mamm McClannough (stumm e brezhoneg : Marion Gwen ),
Daniel Coll : Kabiten (stumm e brezhoneg : Dom Duff ),
Paul Tucker : Kabiten saoz (stumm e brezhoneg : Tomaz Kloareg ),
Jer O'Leary : Kabiten saoz 2 (stumm e brezhoneg : Herve Korbell ),
Derek Pykett : Brezelour (stumm e brezhoneg : Fulup Plouzane ).
Commons