Brahmagupta
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brahmagupta (sañskriteg : ब्रह्मगुप्त), ganet e 598 a-hervez hag aet da anaon e 668 pe 670, e Multān, en Indez (e stad Pakistan hiziv-an-deiz), pe en Ujjain (unan eus 7 kêr sakr India), a oa ur matematikour hag ur steredoniour[1].
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b5/Hindu_astronomer%2C_19th-century_illustration.jpg/220px-Hindu_astronomer%2C_19th-century_illustration.jpg)
Mab Jisnugupta e oa.
Brahmagupta a zo unan eus pouezusañ matematikourien India ha pouezusañ matematikourien e vare, hag implijet en deus bet e varregezh war ar matematik war dachenn ar steredoniezh.
Div oberenn veur a zo bet savet gantañ : ar Brāhmasphuṭasiddhānta (sañskriteg : ब्राह्मस्फुटसिद्धान्त, brezhoneg : Ouzhpennadur d'an tennad Brahma) e 628 hag ar c'hKhandakhādyaka e 665. An hini gentañ a zo un oberenn gant teoriennoù, an eil o vezañ danvezioù pleustrek enni.