Blanca Trastámara hag Evreux, pe Blanca II Navarra (Olite, 1424 – 1464 Orthez), a oa infantez Aragon ha Navarra, hag infantez Kastilla dre zimeziñ (1440-1453).
He buhez
Ganet e oa e 1424. Merc'h e oa da Blanca Iañ Navarra, infantez Navarra, ha da Juan II Aragon, dug Peñafiel, hec'h eil pried.
E miz Eost 1425 e varvas he c'hoar henañ Juana, hag un toullad deizioù goude e varvas ivez he zad-kozh Carlos III Navarra el Noble. Anvet e voe he mamm Blanca Iañ Navarra da rouanez hag he zad da roue.
En 1427 e voe embannet gant he zad e oa he breur ha hi a oa pennhêred kurunenn Navarra.
E miz Du 1436[1] e voe sinet en Toledo ar peoc'h entre Navarra ha Kastilla . Prometet e voe dorn Blanca, 12 vloaz neuze, da bennhêr Kastilha, an infant Enrique, hag e c'hallas Navarra adkavout ar c'hêrioù ha kestell kollet e-pad ar brezel.
En 1440 e voe euredet Blanca, 16 vloaz, da Enrique. Mont a reas ar verc'h yaouank gant he mamm Blanca, Rouanez Navarra, da Gastilla, betek Valladolid, ma voe graet an eured d'ar 16 a viz Gwengolo 1440,[2]
Ne voe ket kaset an dimeziñ da benn avat. 13 vloaz goude, e 1453, e c'houlennas Herri ma vije torret an eured. Un enselladenn ofisiel a voe, hag embannet e oa gwerc'h Blanca. Torret e voe an eured gant ar pab dre ma oa bet huderezh o c'hoari ouzh ar roue da virout outañ a seveniñ e eured.
Kaset e voe Blanca d'ar gêr da Navarra, hag eno e voe bac'het gant he zud. Pa varvas he breur, Carlos Viana, en 1461, e voe embannet e oa Rouanez Navarra hervez ar reizh gant ar gostezenn enep-aragonat. Dleet e oa dezhi bout anvet Blanca II, met dre ma oa bac'het ne c'hallas ket difenn he gwirioù. Adalek 1462 e voe dindan evezh he c'hoar. Bugel ebet n'he doe.
He marv
Mervel a reas e miz Kerzu 1464. Kontammet e vije bet, pe gant he zad pe gant he c'hoar Leonor Foix .
Goude he marv eo gant he c'hoar Leonor Foix ez eas he gwirioù. Honnezh a oa a-du gant o zad, Juan II, ha ne c'houlennas ar gurunenn nemet da varv hennezh e 1479.
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.