Bizon Amerika (Bison bison) zo un daskirier a vev en Norzhamerika. Unan eus an daou spesad bizoned a chom bev an hini eo (bizon Europa eo egile). Al loened zo un arouez eus pradeg veur ar Midwest e Norzhamerika. O zachenn a oa bevennet gant un tric'horn etre Lenn an arzh bras e gwalarn Kanada, harzoù Stadoù mec'hikan Durango ha Nuevo León, hag er reter a-hed bevenn kornôg ar menezioù Appalach[1]. Ar bizoned a oa loened a-bouez-bras e kalz sevenadurioù amerindian. Diazezet e oa ekonomiezh Indianed ar bradeg veur evit ul lodenn vras diwar chase an aneval-se a veve e tropelloù kantreat bras-meurbet. Pa erruas an Europeaned en Amerika e konted c'hoazh eus 50 da 70 milion bizoned e Norzhamerika, a veve er plaenennoù geotek eus Mec'hiko betek ar C'hanada. Diouennet eo bet ar bagadoù-se e diwezh an XIXvet kantved kement ha ken bihan ma oa ar spesad war-nes mont da get. Abaoe ar mare-se ne gaver anezhe nemet en un nebeud mirvaoù ha tachennoù gwarezet.
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Bovinae | ||
Genad : | Bison | ||
Anv skiantel | |||
Bison bison Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Daou isspesad zo bet deskrivet : bizon ar plaenennoù (Bison bison bison), bihanoc'h e vent ha dezhañ ur bos rontoc'h, ha bizon ar c'hoadoù (Bison bison athabascae) – an hini brasañ, dezhañ ur bos brasoc'h ha karrez[2],[3],[4],[5],[6]. Bizon ar c'hoadoù zo unan eus ar spesadoù Bovidae ar brasañ er bed, gant ar Chianina Italian, ar gaur, en Azia, hag ejen dour gouez Azia. Ar brasañ loen eo war an douar e Norzhamerika.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.