From Wikipedia, the free encyclopedia
Bernabò Visconti (Milano, 1321 pe 1323 – Trezzo sull'Adda, 19 Kerzu 1385) a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.
Un tirant kriz ha didrugar e voe. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina della Scala. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh holl annezidi Milano kaout afer ouzh curia Roma, a zo gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se e 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.
Ganet e oa Bernabò Visconti e Milano, trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359), ur verc'h-vihan da Vranca Doria (~1233-1325) eus Genova, bet gouarnour Sardigna.
E dad a oa pempvet mab Matteo Iañ Visconti. Goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzone, ha marvioù o daou eontr all, Luchino Visconti (aotrou Milano) ha Giovanni Visconti (arc'heskob), o devoa renet o-daou e Milano, en em gavas an tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
Eus e yaouankiz n'ouzer ket nemeur a dra.
E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all a-enep e eontred Giovanni Visconti, ha Luchino Visconti, aotrou nevez Milano a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, a lakaas lazhañ F. Pusterla, hag a lezas e nized dre ziouer a brouenn a-enep dezho.
E 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambrogio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala[1],[2].
E 1346, goude un irienn all, e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag e Bro-C'hall, ma voe ostizet e lez ar roue Philippe IV le Bel e 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant ha da gemer ar stur war e lerc'h.
D'ar 27 a viz Gwengolo 1350 e timezas Bernabò Visconti e Verona da Veatrice Regina della Scala (1331-1384), merc'h da Vastino II della Scala (1308-1351), aotrou Verona ha Vicence.
D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas an arc'heskob, ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :
Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti (en he zestamant e skrivas Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, e oa diarvar e oa bet lazhet Matteo gant e vreudeur[4]) ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli.
Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Vilano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Vatteo Iañ Visconti.
Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni e Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet[5] : en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel ar re Visconti.
E 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Droug a savas er pab, ma tamallas da Vernabò bout disivouder en miz Eost 1360. Bloaz goude ez eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabò.
E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[6] gant soudarded ar pab kaset gant ar c'hondottiero Galeotto Malatesta (1327-1372). Un taol fall e voe : 700 den lazhet, 200 gloazet, 1 300 prizoniad[7] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da C'huido Mantova, aotrou Mantova ha pried Caterina Visconti, merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò.
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu 1362, o kas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Jean II le Bon[8] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañ de Lusignan[9].
Echu ar c'heid-amzer a oa bet roet da Vernabo da zont da Avinhon ec'h embannas ar pab Urban V d'ar 4 a viz Meurzh 1363 e oa disivouder Bernabò, skismatek, milliget gant an Iliz, ha tennet e wirioù digantañ. E vibien ivez a voe kondaonet gantañ. Miz goude e voe trec'het Bernabò e kreñvlec'hig Solara[10], gant soudarded ar pab renet gant Galeotto Malatesta adarre. Mil brezelour war varc'h a voe prizoniet war un dro gant 38 condottiero[7], Ambrogio Visconti, ur mab da Vernabo, en o zouez.
Klask a reas Bernabò sinañ un arsav-brezel gant kannad ar pab, ar c'hardinal Gil de Albornoz y Espinosa. Sinet e voe ar peoc'h d'an 13 a viz Meurzh 1364, ha dilezet e voe kestell kornad Bologna gant Bernabò en eskemm ouzh 500 000 florin.
D'ar 6 a viz Mae 1385, p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da Louis II d'Anjou, deuet da vout roue Sikilia, Gian Galeazzo Visconti, gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 goafer, a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e Trezzo sull'Adda kent kemer ar galloud.
Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo, en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.
Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala.
Gant maouezed all, serc'hed pe get,[11] hag a-raok e eured gant Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.