From Wikipedia, the free encyclopedia
Battlestar Galactica a zo ur frañchiz skiant-faltazi stadunanat savet gant Glen A. Larson. Ar frañchiz a zo kroget gant ar stirad skinwel diazez e 1978 heuliet gant ur stirad prequel berrbad anvet Galactica 1980, un heuliad levrioù, bandennoù-treset, ur c'hoari-taol ha c'hoarioù video.
Anv er yezh a orin | Battlestar Galactica |
---|---|
Titl | Battlestar Galactica |
Tachenn | skiant-faltazi |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Adfilmet eo bet ar stirad skinwel Battlestar Galactica e-stumm div lodenn skignet war ar skinwel : ur ministirad 3 eurvezh sevenet gant Ronald D. Moore ha David Eick e 2003 hag ur stirad prequel anvet Caprica a oa bet skignet e 2010. Ar ministirad he deus kendalc'het gant ur stirad skinwel skignet bep sizhun a baouezas er bloavezh 2009.
An holl filmoù e bed Battlestar Galactica a zo diazezet war ar memes istor : en ul lec'h pell diouzhomp en hollved e kaver ur sevenadurezh denel. Ar sevenadurezh-se a zo aozet e stumm ur c'hengevread anvet an 12 Trevadenn. Planedenn orin an holl dud-se eo ar blanedenn Kobol. Ur brezel hir o deus stourmet an 12 Trevadenn a-enep d'ur vroad robotoù anvet Cyloned. Mennet eo ar re-se da zistrujañ mab-den. Ar Cyloned a ginnig ar peoc'h d'an dud met ur griped eo. Harpet gant un den anvet Baltar, ar Cyloned a dag an 12 Trevadenn hag ar flodad listri-egor trevadennel a dalvez dezhe da voger difenn. Distrujet-krenn eo ar flodad listri, ha diouennet eo poblañs an trevadennoù. An nebeud re zo chomet bev da-heul an tagadennoù a loc'h etrezek an egor oc'h implij a-bep seurt listri-egor disheñvel. Eus ar flodad listri-brezel trevadennel ne chom nemet unan, ar Battlestar Galactica, ur pezh-mell lestr brezel ha dezougen en egor. Dindan urzhioù ar c'habiten Adama, al lestr-brezel Galactica a glask adkavout ar re zo chomet bev ha kas anezho er goudor etrezek un 13vet Trevadenn mojennel anvet Douar gant harp blenerien an nijerezioù brezel "Viper".
Glen A. Larson, krouer ha produer Battlestar Galactica, a zisklerias e oa deuet soñj Battlestar Galactica, gant an titl Adam's Ark, e fin ar bloavezhioù 1960. James E. Ford a roas munudoù all er pennad anvet “Battlestar Galactica and Mormon Theology,” hag a voe lennet e-pad ar brezegenn "The Joint Conference of the American Culture and Popular Culture Associations" d'ar 17 a viz Ebrel 1980 (embannet abaoe gant an titl “Theology in Prime Time Science Fiction: Battlestar Galactica and Mormon Doctrine,”), ar stirad en devoa kendeuzet meur a dem a zeu eus an doueoniezh mormon. Evel-se e adkaver tem an dimeziñ evit "an amzer hag ar beurbadelezh", ur "c'huzul a zaouzek den", hag ur blanedenn anvet Kobol. Pa ouzer e oa Larson ezel eus Iliz Jezuz-Krist ha Sent an devezhioù diwezhañ (saozneg:The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints) eo anat e oa bet levezonet gant e gredennoù evit sevel ar stirad. Diaes e oa bet dezhañ e-pad pell dastum arc'hant. Battlestar Galactica a oa bet produet a-benn ar fin da-heul brud vat ar film Star Wars.
Mennozh diazez ar stirad a oa hervez Larson kaout un doare film skinwel (ur film pilot teir eurvezh gant div wech div eurzvezh evit an tammoù all). Fellout a rae dezhañ bezañ arc'hantet ha skignet war ar chadenn Amerikan American Broadcasting Company (ABC). Ur stumm berraet d'ar pilot teir eurvezh anvet Saga of a Star World, a oa bet skignet er sinemaioù e Kanada (a-raok ma vefe skignet ar stirad er skinwel) ha goude-se e sinemaioù Amerika, Europa hag Aostralia. E-serr daou film ouzhpenn, ABC a zivizas sevel un heuliad gant un eurvezh bep sizhun a-benn ar fin.
E 1979 e-pad c'hwec'hvet koulzad al lid People's Choice Awards, ar stirad skinwel a dapas priz ar rummad "gwellañ stirad nevez drama".
Skignet eo oa lodenn gentañ ar stirad skinwel (ar film hir doare pilot) evit ar wech gentañ er skinwel d'ar 17 a viz Gwengolo 1978. Siwazh e oa bet troc'het an dreuzkasadenn 30 munutenn a-raok ar fin pa oa bet roet da c'hoût e oa sinet an arsav-brezel etre Egipt hag Israel anavezet evel Emglevioù Camp David. Goude an troc'h (a badas tro un eur), e kendalc'has an treuzkasadenn el lec'h ma oa ehanet.
E-pad eizh miz goude skignadur ar film pilot e voe sevenet 17 abadenn all (pemp anezho e daou damm), kevatal e oa gant stumm diazez ar stiradoù: 24 lodenn evit ur c'houlzad. Abalamour ma oa nebeutoc'h-nebeutañ a arvesterien hag dre ma kreske ar c'houst, ABC ehanas ar stirad Battlestar Galactica e miz Ebrel 1979. Al lodenn ziwezhañ anvet "Dorn Doue" (titl orin: "The Hand of God") a voe skignet er skinwel d'an 29 a viz Ebrel 1979.
E diskar-amzer 1979, pennoù bras ABC o deus un emvod gant krouer Battlestar Galactica Glen A. Larson rak soñjal a reont adlañsañ ar stirad skinwel. Ezhomm e oa un diazez all d'an istor evit dedennañ an arvesterien. Divizet e oa e errufe ar flodad listri-egor trevadennel an devezh-ha-hiziv war an Douar. Un film nevez evit ar skinwel a voe produet hag anvet e oa Galactica 1980. Ur wech c'hoazh e voe choazet derc'hel ur stumm sizhuniek d'ar stirad Battlestar Galactica. Kroget e oa mat an traoù, siwazh an arvesterien ne voent ket niverus a-walc'h ha lamet e voe ar stirad goude dek abadenn nemetken.
Er stirad-se, ar flodad trevadennel a gav an Douar ha goude-se a zifenn anezhañ a-enep ar Cyloned. Ar stirad-se a voe ur c'hwitadenn brim evit meur a abeg met an diouer a arc'hant a voe an hini pennañ. Adimplijet e voe tammoù eus ar stirad kozh, ha tammoù eus ar film e-pad kren-douar an Universal Studios e 1974 evit ur sekañs argad eus ar Cyloned. Ur senario lezirek a oa ha choazet fall e oa ar prantad skignañ. Skignet e veze ar sul goude merenn, ur prantad implijet evit programmoù deskiñ d'ar familhoù, hag ouzhpenn-se da vare ar c'heleier.
En desped d'ar strivoù evit adlañsañ ar stirad a-hed ar bloavezhioù n'eus ket unan anezho a reas berzh betek 2003 ma oa lañset en-dro gant Universal Television. Battlestar Galactica a oa ur ministirad teir eurvezh. Implijet gant ar chadenn Sci-Fi Channel, ar skrivagner filmoù ha skinwel Ronald D. Moore harpet gant ar produer David Eick a sevenas an heuliad. An aktour brudet hag enoret Edward James Olmos a voe choazet evit roll ar c'homandant Adama, Mary McDonnell evit ar brezidantez Laura Roslin. Starbuck ha Boomera oa merc'hed a-benn bremañ, c'hoariet int gant Katee Sackhoff ha Grace Park. Aktourien vrudet all a voe kemeret evel Jamie Bamber (Kabiten Apollo), James Callis (Doktor Gaius Baltar), ha Tricia Helfer evit roll ur Cylon anvet Niverenn C'hwec'h. Ar ministirad a reas berzh mat war ar chadenn Sci-Fi Channel betek reiñ ar c'hoant dezho da sevel ur stirad sizhuniek nevez eus Battlestar Galactica.
Ar stirad skinwel nevez a oa bet kenproduet gant ar chadenn skinwel Saoz Sky Television, ha skignet da gentañ er Rouantelezh-Unanet war ar chadenn koskor Sky1 satellite channel e miz Here 2004. Ar stirad a voe skignet goude-se e Norzh-Amerika war ar chadenn Sci-Fi Channel e miz Genver 2005. Kenderc'hel a rae lec'h ma oa bet paouezet istor ar ministirad. An holl aktourien a zistroas d'o roll. Un toullad tudennoù nevez a voe ouzhpennet, ha Richard Hatch, a c'hoarias roll ar c'habiten Apollo er stirad Battlestar Galactica 1978, a zistroas met evit c'hoari Tom Zarek, ur sponter politikel a zeuio da vezañ ezel eus ar gouarnamant trevadennel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.