From Wikipedia, the free encyclopedia
Kod Etrebroadel an Arouezioù (ICS / International Code of Signals) a reer eus ur reizhiad arouezioù hag a ro tro da forzh pe vag er bed da eskemm kemennadennoù gant forzh pe lestr all.
E miz Gwengolo 1965 e voe degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet gant an IMCO/OMCI (Inter-Governmental Maritime Consultative Organization/Organisation Maritime Consultative Intergouvernementale)[1].
Savet eo diwar 26 arouez al lizherenneg latin hag an dek sifr eus 0 da 9.
Gitonioù eo al lizherennoù A ha B, bannieloù al lizherennoù C betek Z ; bannieloù dibar a anver seizennoù e yezh ar voraerion eo ar sifroù.
Ouzhpenn ar 36 arouez-se ez eus 4 all, tric'hornek o stumm, hag a dalvez da addiskouez un arouez kent pa ne vez ket a-walc'h ag arouezioù e bourzh.
Meur a zoare zo da implijout an arouezioù :
Ouzh un driñs e vez diskouezet an arouezioù, eus al laez d'an traoñ en ul lezel lec'h evit un arouez etre pep ger.
Ouzhpenn aroueziañ ul lizherenn dre ziskouez e vez anvet pep banniel hervez kod an nijerezh trevourel, bet termenet gant an ICAO||OACI (International Civil Aviation Organization||Organisation de l'Aviation Civile Internationale).
Pep banniel a zoug ur gemennadenn dispar, pa ne vez ket savet en e unan pe vodet gant unan arall.
|
Kemennadennoù resis a c'heller kas dre implijout 2 lizherenn ; kantadoù anezho zo er SHOM 32, pa glasker plediñ gant kement darvoudenn hag a c'hellje c'horvezout pa vezer o verdeiñ.
Setu amañ un nebeud anezho.
|
|
Seizennoù int, evit o diforc'hañ diouzh gitonoù ha bannieloù al lizherennoù.
|
|
Ar bannieloù ZA a ziskouezer evit lavarout « C'hoant am eus da gehentiñ ganeoc'h. ». Ar sifr a ziskouezer da heul ZE a resisa ar yezh :
|
Pa ne vez nemet ur rumm arouezioù e bourzh ne c'heller ket diskouez meur a wech an hevelep banniel en ur bomm ; gant banielloù erlerc'hiañ e reer neuze.
Ouzhpenn lizherenneg etrebroadel an arhentañ mor e ra AFNA gant ar c'hod ATP 1A (Allied Tactical Publication n°1-A) evit pellgehentiñ etre listri-brezel.
A-wechoù e vez feurmet pe zeoget listri gant AFNA ; dre ma 'z eo ATP 1A ur c'hod dangel evit an difenn e rank al listri brezel pellgentiñ gant al listri all dre ar c'hod etrebroadel. Ur
seizenn arbennik, anvet « seizenn ar c'hod » – Answer e saozneg – a vez gorreet kent ar gemennadenn neuze, evit merkañ e rank bout lennet e SHOM 32 e-lec'h ATP 1A.
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.