From Wikipedia, the free encyclopedia
Banniel an Izelvroioù zo ennañ tri liv, ruz, gwenn ha glas, a-led. Heñvel eo ouzh banniel Luksembourg, war-bouez arliv ar glaz, hag ar c'henfeur.
| ||
Kenfeurioù | 2:3 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel douar ha mor | |
Anv (pe lesanv) | ||
Degemeret e | abaoe 1572; 1937 (19/02/1937) evit an doare a-vremañ | |
Livioù |
Ar stadoù emren eus an Antilhez a zo e dalc'h Rouantelezh an Izelvroioù (Aruba, Curaçao, Sint Maarten) o deus pep a vanniel dezho o-unan.
Er Grennamzer e oa bannieloù disheñvel gant pep proviñs. E dibenn ar XVvet kantved pa voe unanvet proviñsoù an Izelvroioù dindan un aotrou hepken e voe graet gant ur banniel boutin evit aroueziañ o unander : Kroaz Bourgogn a reer eus ar banniel-se, gant bodoù lore ruz kroaziet war ur foñs gwenn.
Dont a ra ar banniel zo bremañ eus ar « Prinsenvlag », « banniel ar priñs ». Gwilherm Oranje-Nassau, a oa e penn an emsavadeg a-enep ar Spagnoled, er XVIvet kantved, eo en doa graet gant ur banniel triliv orañjez, gwenn ha glas e livioù, a zeuas da vezañ re ar Proviñsoù-Unanet (Republik ar Seizh Izelvro-Unanet). Diwezhatoc'h e voe lakaet liv ruz e-lec'h al liv orañjez, evit ma vije gwelet splannoc'h moarvat.
Pa voe savet ar Republik Batav d'ar 14 a viz C'hwevrer 1796 e voe kemeret ar banniel triliv-se da arouez ivez, gant un dresadenn er c'horn uhelañ gant tudenn ar Frankiz hag al leon eus an Izelvroioù. Adkemeret e voe an triliv boas gant tiegezh Oranje, pa zeuas e penn ar vro adarre e 1814.
Ar banniel triliv ruz, gwenn ha glas, evel m'emañ bremañ, a oa bet degemeret da vat gant ar vro e 1937.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.