Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Auguste Karoline von Braunschweig-Wolfenbüttel (1764-1788) a oa ur briñsez alaman, eus dugelezh Braunschweig-Wolfenbüttel. Ganet e oa e Braunschweig, ha hi ar bugel henañ eus seizh bugel he zud, Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig-Wolfenbüttel hag Augusta Charlotte von Hannover. He mamm a oa c'hoar da George III, roue Breizh-Veur. He c'hoar Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel a zimezo d'o c'henderv George IV.
E miz Here 1780, da 15 vloaz, e timezas da Friedrich, niz da Karl II, dug Württemberg.