![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f5/Brown_Bear_in_Stream.jpg/640px-Brown_Bear_in_Stream.jpg&w=640&q=50)
Arzh gell
From Wikipedia, the free encyclopedia
An arzh gell (Ursus arctos) a zo ur rumm ag arzhed bras a vez kavet en Eurazia hag e Norzhamerika e lec'h ma vez graet grizzly anezhañ. Ha graet a vez kodiak ag an hini brasañ a annez an inizi Kodiak. Unan ag an izili brasañ ag urzh ar bronneged kigdebrer eo, war-lec'h e genderv tostañ, an arzh gwenn (Ursus maritimus), hag a zo brasoc'h peurliesañ.[1][2][3][4][5] Beviñ a ra e Rusia, en Azia ar C'hreiz , an Himalaya, ar Sina, ar C'hanada, ar SUA, an Hokkaido, al Lec'hlenn, ar Balkanioù, ar C'harpatoù, an Iran, an Anatolia, hag ar C'haokaz. An arzh gell a zo anavezet evel un arouez broadel pe stadel e meur a vro europat.[6]
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/83/Ursus_arctos_range_map.svg/640px-Ursus_arctos_range_map.svg.png)
| |||
---|---|---|---|
![]()
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Ursidae | ||
Genad : | Ursus | ||
Anv skiantel | |||
Ursus arctos Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Daoust ma koazhas e dachad gouennañ, e ven e statud mirerezh en arvar izelañ hervez er roll an IUCN, gant ur boblañs a 110 000 enez. N'eus nemetañ hag an arzh du e touez ar spesadoù arzh ha n'int ket rummet evel bout en arvar da vont da get, hogen chom a ra argaset gant an dud rak e vrasted. Aet eo da get an arzh Atlas en Afrika hag ar grizzly californian[7] ha meksikan. Meur a rumm hag a annez su an Eurazia a zo en arvar bras. Unan ag ar rummoù bihanañ (arzh an Himalaya), a zo war-nes mont da get en natur, o talc'hañ 2% ag e dachad a-orin hepken. En Italia da skouer eh eus unan ag ar poblañsoù digenvez ag arzhed en Europa anvet arzh marsican gant un niver a 50 da 60 arzh.[6][8]