From Wikipedia, the free encyclopedia
Arnhem zo ur gêr eus reter an Izelvroioù ha kêr-benn proviñs Gelderland eo. Emañ war ribl ar "Roen Izel" (Nederrijn). E 2007 e oa 150 000 (2012) a dud o chom enni ; an eil kêr vrasañ eo e Gelderland, war-lerc'h Nijmegen.
Krouet e voe kêr er Grennamzer Uhelañ, e kroashent hentoù o kas da Nijmegen, Utrecht ha Zutphen.
E dibenn an XIXvet kantved e teuas Arnhem da vezañ darempredet stank gant tud pinvidik eus kornôg an Izelvroioù, a reas o annez enni, ar pezh a dalvezas dezhi bezañ lesanvet Haagje van het Oosten ("an Haag vihan eus ar reter") pe Parkstad ("Kêr ar Park"). E-pad an Eil Brezel-Bed e c'houzañvas kalz tud Arnhem. Eno e c'hoarvezas Emgann Arnhem e miz Gwengolo 1944, a daolenner er film A Bridge Too Far (1977).
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.