![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/26/Baptism_of_Christ._Mosaic_in_Arian_Baptistry._Ravenna%252C_Italy.jpg/640px-Baptism_of_Christ._Mosaic_in_Arian_Baptistry._Ravenna%252C_Italy.jpg&w=640&q=50)
Arianegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
An arianegezh zo ur gelennadurezh eus deroù ar gristeniezh, a zeu eus Arius (256-336), un doueoniour ha gresianeger eus Aleksandria, ezel eus Skol doueoniezh Antioc'hae. Setu perak e oa an arianegezh relijion gentañ en Aleksandria e deroù ar [[IVvet kantved}}. Kraf pennañ ar gelennadurezh eo naoutur an Dreinded kristen ha lec'h meizadoù « Doue an Tad hag e vab Jezuz ». Difenn a ra an arianegezh ez eo brasoc'h doueelezh Doue an Tad evit hini e vab graet den.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Anvet diwar ...
Arianegezh
Iskevrennad eus | heresy ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Arius ![]() |
Deiziad divodadur | 689 ![]() |
Enebet ouzh | Trinded kristen ![]() |
Serriñ
Ur c'henemglev zo hiziv da viret ar ger arianegezh evit Arius e-unan hag ar re a oa a-du gantañ, ha da gomz eus « homeismegezh » pa vez anv eus ar gelennadurezh he doe ul levezon vras e diwezh an Henamzer hag e deroù ar Grennamzer[1]. An arianegezh a yeas diwar wel en 9vet kantved.