Ar Stadoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Stadoù zo ur vodadenn eus dileuridi ar gevredigezh, dezhi teir (peder e Sveden) rann pe stad, en amzer ar feodaliezh en Europa. Eus ar rannadur-se e meur a stad kevredigezhel e teu an anv el liester evit ar vodadenn a-bezh. Ur seurt kuzul ledan e oa evit skoazellañ ar roue pe ar pennaotrou ha, peurvuiañ, asantiñ d'an tailhoù. Pennabeg an ensavadurioù-se a oa ne grede ket e vije bet reizh chom hep goulenn an aotre da rastellat taihoù da bep rummad tud.
![]() |
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.
|
E Gwernenez hag e Jerzenez e kaver The States of Guernsey ha The States of Jersey, dezho ur mont en-dro nes da hini an amzerioù kozh, p’eo Rouanez Bro-Saoz pennaotrou an div enezenn a zo emren ha distag diouzh ar Rouantelezh-Unanet[1].
Miret eo bet an anv-se evit bodadoù demokratelaet (an daeloù) e broioù zo (galleg : États, izelvroeg : Staten, saozneg : Estates, svedeg : Stander). En alamaneg e vez graet gant Landstände).