From Wikipedia, the free encyclopedia
An aourgi roudennek (Canis adustus) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar c'hieged. Bevañ a ra e kreiz ha su Afrika.
Gris-gell eo blevenn an aourgi roudennek, gant ur roudenn wenn a-hed e bavioù a-raok hag a ya betek e zivlez. Gwenn eo beg e lost du. Pouezañ a ra etre 7 ha 15 kg ha muzuliañ a ra etre 60 ha 80 cm. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed.
Bevañ a ra an aourgi roudennek er c'hoadegoù dreist-holl met e gavout a reer er pradennoù hag er geunioù. Debriñ a ra amprevaned, frouezh ha krignerien bihan.
Ar c'houlz-parañ a gemm hervez ar rannvedoù. E Suafrika e teraou e miz Even hag echuiñ e miz Du. Genel a ra ar parezed etre 3 ha 6 menn goude un dougen 57 - 70 devezh. O oad-gour a dizhont da 6-8 miz. Daouzek vloaz a c'hellont bevañ en natur.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.