From Wikipedia, the free encyclopedia
Anna Aostria (Cigales, Proviñs Valladolid, 1añ a viz Du 1549 – Badajoz, 26 a viz Here 1580), a oa arc'hdugez Aostria, deuet da vout rouanez Spagn ha Portugal dre he dimeziñ gant Fulup II Spagn, ha pevare pried dezhañ.
Ganet e oa e Cigales, e Kastilha, tostik da gêr Valladolid. Merc'h kentañ Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527–1576), ha Mari Spagn (1528–1603) e oa. He zad a oa kenderv da Felipe II, roue Spagn, hag a oa breur d'he mamm. Perak e oa ganet e Spagn? Peogwir e oa chomet he zud eno evel rejanted tra ma oa aet ar roue, hag impalaer, Carlos Iañ Spagn, da vale bro gant e vab Felipe, priñs Asturiez, en e zouaroù en hanternoz Europa, Italia, Alamagn, Flandrez.
E Spagn e oa ganet Anna eta, met da Vienna ez eas da chom gant he zud adalek he 4 bloaz. Ur ribitailh breudeur ha c'hoarezed he devoa.
Daou anezho, Rudolf ha Mazheas, a zeuas da vout Impalaerien Santel, hag he c'hoar Elesbed, a zimezas d'ar roue gall Charlez IX . He zud-kozh a-berzh mamm e oa Karl V, hag Izabel Portugal, tad ha mamm he gwaz ; he zud-kozh a-berzh tad e oa Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel, hag Anna Bohemia ha Hungaria. Mamm Karl V ha Ferdinand, he zadoù-kozh, e oa Juana de Castilla, lesanvet Juana la Loca ("Juana ar Follez"), ha honnezh all a oa merc'h da Ferdinant II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez.
Anna e oa bugel muiañ-karet he zad, a blije dezhañ c'hoari ganti. Un deskadurezh katolik he doe, goude ma oa troet he zad gant mennozhioù Luther.
Evel merc'h henañ impalaer galloudusañ Europa e oa klask warni e lezioù ar rannved. He zud avat a glaskas he dimeziñ d'un infant spagnol abalamour d'al liammoù etre Habsburged an div vro. Kenkent e oa bet soñjet en he c'henderv, Don Carlos Spagn, priñs Asturiez, mab pennhêr hec'h eontr ha roue Spagn. Kefrisa dezhañ e voe e 1568, hogen mervel a reas ar priñs yaouank.
Adarre koulskoude e voe kaoz eus un eured spagnol pa varvas er gwentloù trede pried Felipe II, Elisabeth de Valois, e 1568. Intañv adarre e chome ar roue, ha dezhañ div verc'h yaouank.
Teir gwech dija e oa bet dimezet Felipe: da gentañ d'e geniterv Maria Manuela Portugal, da eil d'ur geniterv all, Mary Bro-Saoz, ha da drede da Elisabeth de Valois. O klask e bedervet gwreg e oa, evit kaout ur mab, rak pennhêr ebet n'en devoa ken goude marv Don Carlos.
Kenwadelezh anat a oa etre an danvez-priedoù, mouzhañ a reas ar pab Pi V un tamm a-raok reiñ e aotre. Sinet e voe ar c'hontrad eured en Madrid d'ar 24 a viz Genver 1570. D'ar 4 a viz Mae 1570 e timezas Anna d'hec'h eontr Felipe II e kastell Praha, dre hanterouriezh.
Anna a veajas neuze eus Aostria da Spagn, e diskar-amzer ar bloaz 1570, e kompagnunezh he breudeur Albert ha Wenzel.
Beajiñ a rejont dre an Izelvroioù, ma en em gavas gant kerent ha mignoned da Floris Montigny, breur yaouankañ Kont Horn. Montigny a oa bac'het e Spagn abaoe 1567. Dre ma oa ar roue o vont da addimeziñ e krede an tiegezh Montigny e vije bet pardonet. Anna a brometas e raje he seizh gwellañ da zivac'hañ Montigny.
Dilestrañ a reas e porzh Laredo, d'an 3 a viz Here.
Mervel a reas e 1580, goude genel he merc'h Maria, a varvas tri bloaz goude.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.