![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ee/Britain_peoples_circa_600.svg/langbr-640px-Britain_peoples_circa_600.svg.png&w=640&q=50)
Angled-ha-Saozon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Angled-ha-Saozon a reer eus hollad ar pobloù german a reas o annez e kreisteiz ha reter Enez Vreizh adalek ar Vvet kantved, o kemer lec'h ar pobloù kelt a oa eno. Un anv nevez a-walc'h eo "Angled- ha-Saozon", hag a vez implijet bremañ evit o diskrivañ, met ne veze ket implijet ganto o-unan.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ee/Britain_peoples_circa_600.svg/640px-Britain_peoples_circa_600.svg.png)
Meur a bobl a oa en o zouez, evel ar Saksoned, an Angled hag ar Juted. Da gentañ e voe savet rouantelezhioù bihan distag ganto, diwar-goust ar rouantelezhioù keltiek o devoa diskaret en enezenn. Ar re c'halloudusañ anezho e oa Deira, Mercia ha Wessex. Emgannoù ha brezelioù a voe renet gant ar rouantelezhioù angl-ha-saoz-se a-enep Kelted an Hen Ogledd (rouantelezhioù Rheged, Manaw Gododdin, Elmet hag Ystrad Clud), hag a-enep tud Kernev-Veur ha Kembre diwezhatoc'h, er c'hornôg. En em gannañ kenetrezo a rejont ivez, an eil o klask sujañ eben. Rouantelezh Wessex a zeuas a-benn da gemer he c’hreñv war Mercia, en 825, hag anavezet e voe Alfred Veur da roue war Bro-Saoz a-bezh.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cd/Anglo.Saxon.migration.5th.cen.jpg/640px-Anglo.Saxon.migration.5th.cen.jpg)