Un eienenn pe ur vammenn, pe un andon, zo ul lec'h ma teu dour eus an akwifer er-maez eus an douar (pedosferenn). Un elfenn eus an hidrosferenn eo. A-bouez eo bet ar mammennoù e-pad pell evit an dud da bourchas dour dous, er broioù krin dreist-oll ma vez dister a-walc'h ar glaveier. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.
Ar mammennoù a vez krouet dindan levezon nerzhioù naturel disheñvel, e-giz ar graviter hag ar gwask hidrostatek. Ar c'hementad dour a daolont a ya eus tost mann ebet betek ouzhpenn 14 000 l/s evit an andonioù brasañ[1].
Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a ra o dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.
Relijion
Er relijion bagan e veze enoret an eien, hag hervez mojennoù Hellaz kozh e vezont poblet a nimfenned.
Istor
Brudet eo bet an ergerzherien, evel Richard Francis Burton, a glaskas war-lerc'h eienenn an Nil.
Lennegezh
Gant dodenn an eien, hag ar c'hlask anezho, eo bet awenet ar skrivagnerien, evel Marcel Pagnol, gant e romant L'Eau des collines.
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.