taolenn gant Johannes Vermeer From Wikipedia, the free encyclopedia
An dantelezherez (nederlandeg : De kantwerkster) a zo un eoullivadur graet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1669. War ziskouez emañ e Mirdi al Louvre e Pariz. En daolenn e weler ur vaouez yaouank o wriat. Livadur bihanañ Vermeer eo[1],[2]:24.5 cm x 21 cm eo ment an daolenn.
An dantelezherez | |
Johannes Vermeer, e-tro 1669 | |
eoullivadur war lien | |
24,5 × 21 cm | |
Mirdi al Louvre | |
Pariz | |
Frañs |
A-dreñv ar plac'h ez eus ur voger wenn, marteze peogwir e felle d'al livour sachañ evezh an arvesterien war an dudenn. Soñjal a reer e prientas Vermeer an daolenn gant kalz aked, evel ma reas pa livas Ar steredoniour (1668) hag An douaroniour (1669), rak resis-tre eo an doare ma tiskouez arz ar gwriat[3] Kazi sur ec'h implijas Vermeer ur c'hamera obscura a-benn sevel e daolenn, ha krouiñ un efed dispis er foñs.[1] Evel-se e tegas donder d'e oberenn, ha ral e oa an doare-se da labourat da vare an arz barok en Izelvroioù[4].
En daolenn en deus Vermeer livet lodennoù zo en un doare difetis a-walc'h : dremm ha korf ar plac'h, hag ivez an danvez a labour warnañ. Daouarn ar plac'h, rodelloù he blev, hag ar groaz e T stummet gant he daoulagad hag he fri a zo livet ivez en un doare divoutin d'ar mare ma voent livet gant Vermeer. Divoutin ivez an doare ma livas an neud ruz ha gwenn a weler, hag a seblant dourennek.[2]
Alies e vez keñveriet livadur Vermeer gant hini al livour izelvroat Caspar Netscher, bet livet e 1662. Disheñvel int an eil diouzh egile koulskoude : disheñvel eo al livioù implijet ha n'eus meneg ebet eus ar reizhelezh e taolenn Vermeer, padal ez eus anezhañ e hini Netscher (ar botoù war al leur).[1][5]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.