![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/56/OldHeadLighthouseGolfCourse.jpg/640px-OldHeadLighthouseGolfCourse.jpg&w=640&q=50)
An Seancheann
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Seancheann (Old Head of Kinsale e saozneg[1]) zo ur beg-douar war aod kreisteiz Iwerzhon. Emañ nepell diouzh porzh Cionn tSáile, e kontelezh Corcaigh.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/56/OldHeadLighthouseGolfCourse.jpg/640px-OldHeadLighthouseGolfCourse.jpg)
"Ar beg-douar kozh" eo talvoudegezh an anv An Seancheann, troet e saozneg evel "Old Head" ha resisaet gant anv Kinsale, da lavaret eo Cionn tSáile, a zo nepell.
Aspadennoù eus ur c'hastell a weler war ar beg-douar. Eus 1223 eo an dismantroù a weler bremañ, met gouzout a reer e oa ur savadur all eno abaoe an IIIe kantved. Un tour-tan zo ivez, abaoe kreiz an XIXvet kantved ; unan all a voe abretoc'h, adalek ar XVIIvet kantved. Dirak An Seancheann e c'hoarvezas peñse al lestr RMS Lusitania e 1915. Ne c'haller ket mont da vale war ar beg-douar pa'z eus bremañ un dachenn golf prevez eno.