From Wikipedia, the free encyclopedia
Amon zo unan eus doueed pennañ an Henegiptiz hag eus mitologiezh ar Verbered[1]. Talvezout a ra eo anv Imen kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ Imen achâ renou, "Amon e anvioù niverus"[2]. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed Eizhad Hermopolis.
Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus Henegipt. Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz Ra a oa an doue diskuliet. Un doue krouer, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an undoueegezh hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant Osiris ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ[3]. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt Henlibia ha Nubia.
Dindan stumm ur waz, unan eus e loened sakr, e tozvas ar vi kentañ a zinodas ar vuhez dioutañ. Dindan neuz un naer e sperias ar vi kosmek stummet en dourioù kentañ. Meneget eo gant testennoù ar piramidennoù e-touez an doueed a wareze ar faraon marv hag, er Grennimpalaeriezh e kemeras ar c'hentañ plas e bro Teba, ma kemeras lec'h Montou a-benn ar fin. Doueoniourien Teba a roas dezhañ ur pried nevez, Mout, hag ur mab, C'honsou, doue al Loar, bodet o zri e Triadenn Teba.
Evel m'en diskouez e anv (« An hini kuzhet »), n'haller ket taolenniñ anezhañ. Abalamour da se e veze livet gant neuz ar faraon, met gantañ ur gurunenn gant un doare boned en e benn, div bluñvenn sonn peg outañ hag e groc'hen livet e glas-glizin[4]. Livet e vez gant ur c'hroc'hen gell, pe du a-wezhioùigoù, hag abalamour da se e vez hevelebaket ouzh Min, doue Koptos.
E arouezioù eo gwaz Egipt[5] (henegipteg smn), abalamour da zistagadur damheñvel an daou anv moarvat, hag ar maout[6] (henegipteg šft). Dirak e dempl e Karnak e weler un aleziad sfiñsoù dezhe korfoù leoned ha pennoù meot, arouezioù e c'halloudegezh da engehentañ.
Doue lec'hel Teba e oa da gentañ. Goude ma erruas an XIvet tierniezh, a orin eus ar gêr-se, e penn ar vro, Amenemhat (« Imen zo dirak ») peurgetket, ur faraon eus an XIIvet tierniezh, e teuio da vezañ roue an doueed, « aotrou tronoù ar vro zoubl ».
Da vare an XIIvet tierniezh e teuas Amon da vezañ doue arouezius Henegipt. Unvaner ar vro e oa ha roet en deus an trec'h da Ahmôsis war an alouberien Hiksos. Unanet e oa neuze da Rê, doue an heol e Heliopolis, ha dont a reas da vezañ an doue kosmek Amon-Rê, « an hini peurbadus, aotrou Karnak, krouer eus ar pezh zo anezhañ, mestr pep tra, diazezet en un doare padus e pep tra[7] ». Lenn a reer ivez « Daoublegañ a ra an doueed e-harz e dreid evel chas pa anavezont bezañs o aotrou »[8].
Hevelebekaet eo ivez ouzh Min, doue Koptos dindan an anv Amon-Min, doue ar strujusted. gant Mout ha C'honsou ez a d'ober un driadenn azeulet e Karnak. Gant Rê ha Ptah ez a d'ober strollad tri doue bras Henegipt.
E-kichen an Amon roueel-se, diziraezus d'ar pep brasañ eus an dud, ez eus ur stumm all eus an doue Amon gwelet evel un doue tostoc'h hag a selaoue ar re baour, ar re glañv hag ar maouezed dougerez gant evezh. Gallout a reont tostaat outañ e-pad ar gouelioù relijiel bras evel gouel Opet ma' z ae prosesion bigi sakr Triadenn Teba (Amon, Mout ha c'honsou) eus Karnak da Louksor.
E-doug an oadvezh arkaek gresian an hini e oa hevelebekaet Amon ouzh an doue gresian Zeus. Annezidi Kirene eo a vrudas anezhañ er bed gresian dindan an anv Ammon-Zeus (henc'hresianeg Ἄμμων Ammon, hag Ἅμμων Hammon). Santual e orakl en oaziz Siwa a oa an trede e ment er bed hellenadek goude hini Delfi (gouestlet da Apollon) ha Dodone (gouestlet da Zeus). Aleksandr Veur a lakaas embann eno e oa mab Ammon-Zeus e -331.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.