From Wikipedia, the free encyclopedia
Aigisthos (en henc'hresianeg : Αἴγισθος, Aigisthos[1]) a oa ar mab en doa bet Thyestes digant e verc'h Pelopeia, eus tiegezh an Atreided, e mojennoù Hellaz kozh.
Pelopeia, a oa bet gwallet gant he zad Thyestes, a c'hanas he mab Aigisthos. Dilezel anezhañ a reas war-lerc'h, gant ar vezh. Adkavet e voe gant mesaerien givri ha roet gante da Atreüs, roue Argos ha Mykenai, e eontr. Savet e voe gant hemañ evel e vab hep goût piv e oa.
An urzh a roas Atreüs dezhañ da lazhañ Thyestes (tad ha breur Aigisthos war un dro). Koulskoude, dres d'ar mare ma oa o vont da zrouklazhañ anezhañ, ez anavezas e dad. Asambles e vuntront Atreüs ha kemer e lec'h hag e garg.
Diwezhatoc'h, Agamemnon, hêr reizh an tron, a ro lamm da d-Thyestes. Espern a ra buhez Aigisthos avat. Tennañ a ra hemañ e vad eus dilec'h Agamemnon da vrezel Troia evit desev e vaouez, ar rouanez Klytaimnestra. Lazhañ a reont ar roue goude e zistro ha ren a reont war ar vro e-pad seizh vloaz kent bezañ muntret d'o zro gant Orestes, mab Agamemnon, bountet gant e c'hoar Elektra.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.