Strollad ar Justis hag an Diorren
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Strollad ar Justis hag an Diorren (Adalet ve Kalkınma Partisi e turkeg) a zo ur strollad politikel krouet e Turkia e 2001. Trec'h e oa bet en dilennadegoù e 2002 dindan renerezh Recep Tayyip Erdoğan. Berraet e vez e anv dindan ar stumm, berroc'h, AKP. Gwelet e vez evel ur strollad politikel mirour muzulmat, damheñvel ouzh ar strolladoù politikel kristen a gaver e kornog Europa. E arouez a zo ur glogorenn dredan dispaket war ur foñs gwenn pa talvez Ak d'al liv-se.
Goude trec'h an AKP, e 2002, pa oa gounezet ar muiañniver eus ar sezioù gant ar strollad-se, e voe nac'het da Erdoğan bezañ kentañ ministr dre ma oa tamallet dezhañ ur brezegenn er bloavezhioù a-raok. Dre hanterouriezh ur barzhoneg kozh en doa roet da intent e oa prest da zegas muioc'h a relijion e mont-en-dro ar republik turk. E geneil, Abdullah Gül a yeas da Gentañ Ministr, betek Mae 2003, pa voe didamallet Erdoğan .
Recep Tayyip Erdoğan, ur wech kadarnaet evel penn ar vro a glaskas silañ adreizhadurioù niverus evit gwellaat ekonomiezh Turkia ha dispenn modoù kozh e-keñver mont-en-dro ar gevredigezh ken e c'hell Turkia tostaat da reolennoù boutin Europa (ezel eo Turkia eus Kuzul Europa). An AK Parti en deus disklêriet e oa prest da gas ar vro war-raok betek ma vo doujet da reoladoù Unaniezh Europa, p'he doa goulennet Turkia mont enni e 1964.
E nevez-amzer 2008 e tisklêrias Lez-varn vonreizhel Turkia e oa bet torret lezennoù diazez ar republik e-keñver al laikegezh gant ar gouarnamant, pa oa bet aotreet ar studierezed da lakaat ur ouel war o fenn, ma plije dezho. Kinniget o deus ar varnerien ma vo graet un enklask evit sevel an abegoù da verzañ ar strollad politikel. C'hoarvezet eo dija he deus graet ar Justis turk evel-se (e 1997, klozet e oa bet ar Refah Partisi, ha Recep Tayyip Erdoğan a oa unan eus e bennoù bras).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.