From Wikipedia, the free encyclopedia
Abergele zo ur gêr eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy (e Sir Ddinbych gwechall). Emañ war vord ar mor, en aber ar stêr Gele, etre Bae Colwyn hag Y Rhyl. Un arsav eo war linenn hent-houarn Arvor Hanternoz Kembre. E-kichen ar gêr emañ douaroù izel ha gleborek Morfa Rhuddlan.
Annezet e oa Abergele gant 10 577 a dud e 2011. War-dro 20% anezho a oa kembraegerien.
E 1868 e voe ur gwallzarvoud tren bras en Abergele, an hini gwashañ a oa bet biskoazh e Breizh-Veur betek neuze : 33 den a voe lazhet.
D’an 30 a viz Mezheven1969, derc’hent kurunidigezh ar priñs Charles da Briñs Kembre e Caernarfon, e voe lazhet daou ezel eus ar strollad Mudiad Amddiffyn Cymru, Alwyn Jones ha George Taylor, pa darzhas ar vombezenn a oant o lakaat dirak savadurioù ofisiel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.