Koñsuled ː Imp. Caesar Opellius Severus Macrinus Augustus Oclatianus Adventus. Adalek 8 Mezheven: Imp. Caesar M. Aurelius Antoninus Augustus (Elagabalus)[2]
--------------------
Macrinus, goude bezhañ bet trec'het div wech, a ra peoc'h gant Artaban, roue ar Barted, en ur baeañ 200 milion sestercius a gastiz.
Sevel a ra e vab Marcus Opellius Diadumenianus da augustus = impalaer
Kas ea ra nizezed Julia Domna, hêrezed gwirion Caracalla, en harlu da Emezia.
Eno, dont a reont lakaat soudarded Legio III Gallica da zont war o zu.
Un emgann e sav etre Legio III Gallica ha Legio III Partica, a du gant Macrinus, e Immae, e-kichen Antakya. Trec'het eo Macrinus. Tapet eo e Archelais, e-kichen Calcedonia, ha lazhet.
Diadumenianus a zo tapet ha lazhet an 8 a viz Mezheven.
Degouezhet impalaer, Varius Avitus Bassianus a gemer anv Marcus Aurelius Antoninus Elagabalus[3].