Vitellozzo Vitelli
From Wikipedia, the free encyclopedia
Vitellozzo Vitelli, ganet en 1458 e Città di Castello, e proviñs Peruggia en Ombria - marvet en 1502 e Senigaglia, er Marche a oa un den a ouenn uhel hag unan eus ar gwellañ condottieri en Italia ar XVvet kantved, da vare an Azginivelezh italian.
Mab e oa da Niccolò Vitelli, breur da Paolo, Giulio, Giovanni ha Camillo, soudarded eveltañ. Breureg e oa da Oliverotto da Fermo, ha deuñv da Paolo Orsini. Kont Montone, aotrou Città di Castello, Monterchi hag Anghiari e oa.
Aozañ a reas un doare soudarded nevez war droad, gant goafoù hir ha sabrinier ha krouiñ ur bagad brezelourien armet gant akebutoù. Brezeliñ a reas evit Firenze a-enep Pisa hag en 1496 ez eas gant Gallaoued Charlez VIII, gant ar re Orsini evit diframmañ rouantelezh Naplez digant Aragoniz, a oa skoazellet gant ar pab Alesant VI,
Brezeliñ a reas gant Cesare Borgia, disfiz a voe etrezo, ha lazhet e voe gantañ dre dreitouriezh.
Vitellozzo Vitelli hag Oliverotto da Fermo a voe krouget d'an 31 a viz Kerzu 1502 gant pennmuntrer Cesare Borgia, Michelotto Corella[1].