La liberté guidant le peuple
taolenn gant Eugène Delacroix / From Wikipedia, the free encyclopedia
La liberté guidant le peuple ("Ar Frankiz o sturiañ ar bobl") zo un eoullivadur gant al livour gall Eugène Delacroix (1798-1863) e 1830. Graet e oa evit enoriñ Reveulzi Gouere, er bloaz-se end-eeun, pa voe skarzhet ar roue Charlez X eus Bro-C'hall.
La liberté guidant le peuple | |
Eugène Delacroix, 1798-1863 | |
Eoullivadur | |
141 × 265 cm | |
Mirdi al Louvre | |
Pariz |
Diskouezet e oa bet d'an arvesterien e 1861 da-geñver Saloñs Pariz gant an talbenn Scènes de barricades ("Arvestoù ar bardelloù"). Goude-se e voe diskouezet e Mirdi al Luxembourg adalek 1863, ha kaset goude da Mirdi al Louvre e 1874 ; unan eus an oberennoù gwelet ar muiañ e voe eno.
Alegorienn[1] ar Frankiz eo, ha ganti eo desachet ar bobl etrezek ar bardelloù ha korfoù ar re varv, en ur zougen banniel an Dispac'h gall – ar banniel triliv, chomet banniel broadel Bro-C'hall abaoe – en eil dorn hag ur fuzuilh en egile.
Ar skeudenn-se eus ar Frankiz zo chomet evel unan eus arouezioù Bro-C'hall hag ar Republik C'hall, lesanvet Marianne.