Impalaeriezh Gupta
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Impalaeriezh Gupta (sanskriteg गुप्त राजवंश, Gupta Rājavaṃśa) a reer eus ur rouantelezh a voe en India eus ar bloavezh 320 d'ar bloavezh 550 pe war-dro.
Gant ar remziad Gupta, « kuzh » en hindieg, a rene war Stad Bihar e norzh India e voe diazezet.
Amresis eo orin ar remziad-se[1] ; krediñ a reer e oant ur bodad rouaned (rājā en hindieg) e penn stadoùigoù strewet e traoñiennoù ar stêr Ganga hag hec'h adstêrioù.
Buan e tiorras er 4re kantved dindan ren Chandragupta ha Samudragupta. En e varr e voe kent kreiz ar Vvet kantved, dindan ren Kumaragupta hag e vab Skandagupta[2]. War ziskar ez eas da c'houde, an abeg da aloubadennoù ha da luskoù e diabarzh India.
Petra bennak ma vez sellet ouzh ar Stad Gupta evel ouzh un impalaeriezh[3] e oa digreizennet e gwirionez, zoken pa oa he renerien ar re c'halloudusañ en iskevandir indian. Meur a rouantelezh amezek a oa dindan o beli dre ma oant kar e-keñver sevenadur.
Alies e lavarer ez eo amzer ar remziad Gupta "oad klasel"[4] pe "oad aour"[5] sevenadur kozh India dre ma c'hanas nevezentioù dibar war tachennoù ar matematik, ar steredoniezh, al lennegezh, ar c'hoariva, ar c'hizellerezh, hag all[6]. Zoken pa 'z eo al lañs-se un astenn eus un amzer gent ez eo asur e voe marevezh ar remziad Gupta unan eus ar re bouezusañ en Istor ar sevenadur en India hag er broioù amezek[7].