Greg Bear
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gregory Dale "Greg" Bear (San Diego, (California), 20 a viz Eost 1951 – Seattle, 19 a viz Du 2022) a oa ur skrivagner hag ur skeudennouer stadunanat brudet e bed ar skiant-faltazi dre zodennoù e stiradoù : brezelioù etreplanedennel (The Forge of God), hollvedoù kenstur (The Way), sevenadurioù arallvedat (Queen of Angels) hag emdroadur prim (Darwin). Istorioù moliac'h (fantasy e saozneg) en deus skrivet ivez (The Infinity Concerto, The Serpent Mage).
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Greg Bear
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Greg Bear |
Anv ganedigezh | Gregory Dale Bear |
Anv-bihan | Greg, Gregory, Dale |
Anv-familh | Bear |
Deiziad ganedigezh | 20 Eos 1951 |
Lec'h ganedigezh | San Diego |
Deiziad ar marv | 19 Du 2022 |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Pried | Astrid Anderson Bear |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | skiant-faltazi, fantasy literature, lennegezh skiant-faltazi |
Bet war ar studi e | San Diego State University |
Deroù ar prantad labour | 1979 |
Oberenn heverk | Blood Music |
Tachenn | skiant-faltazi |
Levezonet gant | Howard Bloom |
Lec'hienn ofisiel | https://gregbear.com |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Serriñ
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Ur skeudennaouer e oa ivez : gantañ e oa bet savet goloioù evit ar c'helaouennoù S-F Galaxy ha The Magazine of Fantasy & Science Fiction ; skeudennoù en devoa graet ivez evit ar sturlevr The Star Trek Concordance [1].