Emgann an Tregont
emgann Brezel Hêrezh Breizh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann an Tregont a c'hoarvezas e-kerzh Brezel hêrezh dugelezh Breizh d'ar 26 a viz Meurzh 1351, e Gilieg, etre Josilin ha Ploermael.
Tregont den eus kostezenn Charlez Bleaz a stourmas ouzh tregont den eus kostezenn Yann Moñforzh. Ar stourmerien en em gannas e-kichen "dervenn Lanneg an Hanter-Hent".
Gant kostezenn Bleaz ez eas an trec'h, met pouez ebet n'en devoe e kerzh ar brezel.
Fedoù berr-ha-berr Bellerien, Penngadourien ...
Emgann an Tregont | |
---|---|
Chroniques et histoire de Bretagne Pierre Le Baud, c. 1481 | |
Deiziad | 26 a viz Meurzh 1351 |
Lec'h | Gilieg Breizh |
Trec'h | Charlez Bleaz |
Bellerien | |
Charlez Bleaz | Bro-Saoz Yann Moñforzh Impaleriezh santel |
Penngadourien | |
Beaumanoir | Robert Bemborough † |
Stourmerien | |
32 marc'heg pe floc'h diouzh pep tu | |
Kolloù | |
6 marv | 9 marv |
Serriñ
E penn kostezenn Bleaz e oa Jean IV de Beaumanoir (1310-1366 pe 1367), Marichal Breizh, hag a lavaras en devoa sec'hed. Un emganner en e gichen a eilgerias : « Ev da wad, ha distanañ a ray da sec'hed »[1].