Aldous Huxley
From Wikipedia, the free encyclopedia
Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 1894 – 22 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz.
Aldous Huxley | |
---|---|
Aldous Huxley e 1947 | |
Ganedigezh | 26 a viz Gouere 1894 Goldaming, Surrey Bro-Saoz |
Marv | 22 a viz Du 1963 Los Angeles (Kalifornia) Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Breizhveurat |
Micheroù | Skrivagner Barzh Prederour |
Alma mater | Eton College |
Oberennoù pennañ Point Counter Point (1928) Brave New World (1932) The Perennial Philosophy (1945) The Doors of Perception (1954) Island (1962) | |
A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932)[1] er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954)[2] e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin.
En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.
Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh[3] hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945).
E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.