Ürümqi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ürümqi (ئۈرۈمچى e ouigoureg, distaget [yrymˈʧi] ; 乌鲁木齐 e sinaeg eeunaet, 烏魯木齊 e sinaeg hengounel, Wūlǔmùqí e pinyin) eo kêr-benn rannvro emren Xinjiang e Republik Pobl Sina. Enni ez eus ouzhpenn 2 vilion a annezidi. Dont a ra an anv eus gerioù a dalvez “peurvan gaer”.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/1/11/%C3%9Cr%C3%BCmqi_montage.png)
Betek n'eus ket pell e oa poblet gant Ouigoured dreist-holl, met abaoe dibenn an XXvet kantved e teu kalz a Sinaiz Han d'ober o annez e Xinjiang, ha dreist-holl en Ürümqi, ha bremañ e reont an darn-vuiañ eus annezidi kêr, e-kichen minorelezhioù ouigour, hui ha kazak, dreist-holl. Dre Ürümqi e tremene Hent ar seiz gwechall, ha bremañ c'hoazh ez eo ur greizenn genwerzhel a bouez evit Kreiz Azia.
Betek 1954 e veze graet Díhuà (迪化) eus ar gêr-se. En-dro da Ürümqi e kaver gwiskadoù tireoul, karbon hag arc'hant. E-touez greanterezhioù kêr e c'haller menegiñ purerezhioù tireoul ha labouradegoù ma reer simant, gwiadoù ha mekanikoù evit al labour-douar.