From Wikipedia, the free encyclopedia
Youenn Caouissin zo ur broadelour breizhat ha kristen, mab da Herri Kaouisin.
Ganet e voe d'an 8 a viz Du 1942 e Landerne ha badezet e voe gant an aotrou Yann-Vari Perrot. Pa oa e dud en harlu e rannvro Pariz e kemeras perzh e Skaouted Bleimor, un aozadur krouet gant Perig Keraod, gant ur spered breizhek ha kristen. Mont a reas d'ober ar vicher taksidermour ha labourat a reas evit Park natur rannvroel Arvorig. Kenlabourat a reas ivez gant meur a gelaouenn diwar-benn ar chase hag an natur. En e vaner e Ploue e tigoras ur mirdi ar c'hirri dre gezeg e 1984. E 2000 e savas un diskouezadeg diwar-benn al "littérature bretonne pour la jeunesse", ma roe kalz a bouez d'al labour graet gant e dud (evel ar gelaouenn Ololê).
Dre e bennadoù e galleg er gelaouenn War Raok ! hag Ar Gedour Mag e tifenn koun hag enor Yann-Vari Perrot hag ar speredelezh kristen. Kemeret en deus perzh e lidoù Unvaniezh Koad Kev ha Mignoned Feiz ha Breizh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.