Yalta
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yalta (Ялта en ukraineg ha rusianeg, Yalta e tatareg Krimea) a zo ur gêr hag ur c'houronklec'h war aod ar Mor Du e Krimea, ur republik emren en Ukraina (hag ur sujed kevreadel eus Rusia war un dro). 78 115 a dud a oa o vevañ eno e 2013. E miz C'hwevrer 1945 e voe dalc'het eno Kendalc'h Yalta, ma voe divizet war amzer da zont Europa da heul faezhidigezh an Trede Reich.
Douaroniezh
Kreizdouarel eo he hin. Gweniegi ha gwerjezioù zo en-dro dezhi.
Gevelliñ
Baden-Baden (Alamagn),
Nisa (Bro-C'hall) e 1960,
Acapulco (Mec'hiko) e 2010,
Margate (Bro-Saoz).
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.