Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i].
Peuraozet e oa bet ar reizhiad implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealioù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl.
Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhioù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:
- [i]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-raok posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz plaen pe stegn;
- [ɒ]: produet gant ar teod an izelañ hag ar muiañ a-dreñv posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat;
- [u]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-dreñv posupl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz rontaet;
Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen:
Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:
- Pevar derez a-led:
- A-raok (teod an tostañ ouzh penn a-raok ar genoù)
- Tost a-raok
- Tost a-dreñv
- A-dreñv (an teod an tostañ ouzh foñs ar genoù)
Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:
- Vogalennoù a gentañ renk plaen (a-raok):
- [i, e, ɛ, a]
- Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv):
- [u, o, ɔ, ɑ]
Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:
- Vogalennoù a eil renk ront (a-raok):
- [y, ø, œ, ɶ]
- Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv):
- [ɯ, ɤ, ʌ, ɒ]
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ meneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz.
Gwelit ivez:
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.