Veneteg
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar veneteg eo an anv a reer eus ar yezh italianek a gomzer dreist-holl e Veneto, ar rannvro en-dro da gêr Venezia, en Italia.
An darn vrasañ ag ar venetegerion a zo e rannvroioù italian Veneto, Friuli-Venezia Giulia, Trentino-Alto Adige. Met yezherien zo ivez e broioù all, e Slovenia ha Kroatia (ahont o c'haver dreist-holl e ledenez Istria, hag e kornioù zo war aod Dalmatia).
Ouzhpenn-se, gant an divroañ en XIXvet hag XXvet kantved e kaver bagadoù venetegerien en Amerika, dreist-holl e Chipilo (e stad Puebla, Mec'hiko), hag e Rio Grande do Sul, e Brazil, dreist-holl e bro ar gwiniegoù, ma komzer ur rannyezh a vez graet talien anezhi, gant un tamm veneteg hag un tamm italianeg gant gerioù a veur a yezh all.
En Veneto e weler a-wechoù pannelloù divyezhek (veneteg hag italianeg).
Ar gerioù arsenal, ciao, ghetto, gondola, lagon ha laguna, lido ha Montenegro zo gerioù deuet eus ar veneteg.
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.