From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Veda pe ar Vedaoù (ved en hindi ha veda e sañskriteg) a c'hoarvez eus ur stroll testennoù relijiel, anezho sichenn ar vedegezh hag an hindouegezh.
Kar eo ar ger veda d'ar wrizienn vrezhonek gouez- (gouzout). Gouezoniezh eo ster ar ger veda.
Graet e vez veda ivez eus testennoù all, da skouer : ar sthāpatya-veda (gouezoniezh an diazezañ) a zo anezhañ an tisavouriezh pe an adeiladiñ ; an Āyur-veda (gouezoniezh an hirhoal) a zo anezhañ ar medisinerezh. Met pa ne vez ket resisaet e talv ar Veda kement hag ar Ouezoniezh hec'h-unan. Ar śruti eo ar Veda-se. Dont a ra ar ger śruti eus ar wrizienn sañskritek ŚRU (klevet) a zo kar d'ar brezhoneg KLEV. Hervez an hengoun vedek e vez graet śruti eus an testennoù a zo bet "klevet" gant richied ha treuzfurmet e sonioù ganto. Lakaet e vez kemm etre ar śruti a zo bet diskuilhet d'ar richied, hag ar smrti a zo bet eztaolet gant mistri zenel.
Ar vedaoù a zo enno ar meulganoù, al lidoù hag ar mantraoù. Kontañ a reer 4 veda: ar Rg-veda, ar Yajur-veda, ar Sāma-veda hag an Atharva-veda.
An tri veda kentañ a vez graet anezho trayī vidyā: "ar ouezoniezh tripl".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.