(Albi) Rousse (La Toilette) - 1899 - Henri de Toulouse-Lautrec - Musée d'Orsay, Paris.jpg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Thumb
Poltredet gant Giovanni Boldini er bloavezhioù 1880

Henri Marie Raymond de Toulouse-Lautrec-Monfa (Albi, 24 a viz Du 1864Sant Andrieu deu Bòi, 9 a viz Gwengolo 1901) a oa livour ha tresour gall. Brudet eo e boltredoù eevit bezañ skeudennet kabaredoù ha fouzhlec'hioù Pariz.

Buhez En ur familh nobl e oa ganet, diouzh o lavar e tiskenjent deus ur familh a-gozh er grennamzer, gant ur c'hont a veze graet Toulouz anezhañ. Kindirvi-kompez oa e dud, kuit m’o defe da rannañ ar glad gant tud all, 'vel ma veze ar c'hiz d'ober. Gant kleñved an eskern e voe krignet eta : ar pycnodysostose, kleñved genetikel, a c’hellje bezañ deuet diwar kenwadelezh e dud. Bresk-tre e oa e eskern d'an ampoent-se, ha d’an 30 a viz Mae 1878 e strebotas hag e kouezhas war al leur. Askorn ar vorzet, toret, krak, hag abalamour d’e gleñved iskis, e voe pareet hag adingalet fall ar frakturenn. Ha gant-se en doe kudennoù kreskiñ, daleet e voe e greskadurezh hag a-boan ma c'hellas sevel ha mont en tu-hont d’ 1 m 52. E bareañ a voe klasket gant doareoù iskis a-walc'h deus ar c'houlz, ennañ e voe kaset bommoù stroñsadoù tredan hag ouzh pep troad e voe ereeet pezhioù kementadoù Plom. Lodenn greiz e gorf, e zargrez a oa reizh a-walc’h a fed ment, hogen e holl izili a oa chomet berrig-tre, pezh a roe un neuz korrig dezhañ. Tev tev oa ment e vuzelloù hag ur pezh fri. Sonioù “Zézai” a zifluke diouzh e genoù ha gant-se e c'halle c’hoarie e istrogell, er saloñsoù chik, parizian. Da skouer e oa bet skeudennaouet e Trouville-war-ar-mor, en em dreuzwisket e oa bet gant stil ur bugelig kristen seven, ur pezh-mell barv ouzh e dremm : choking, peotramant e oa bet poltredet e-skoaz d’un naer boa, hag a oa da Jane Avril. Emskiant eus an efed jenus engehentet gantañ, e vourre oc'h atahinañ, spered a-dreuz ha diroll dezhañ.

Deskiñ livañ

Deskiñ livañ a reas gant René Princeteau, da c’houde gant Léon Bonnat, ha gant Fernand Cormon betek 1886. Gantañ e voe darempredet a-bep seurt livourien : Vincent van Gogh, Émile Bernard, Louis Anquetin hag Adolphe Albert, ur soudard hag en doa fellet dezhañ bout livour, a voe tost outañ. Livour postimpressionour, skeudennaouer evit an Arz-nevez, maendresour ampart, tresañ a rae doare bevañ torkadoù tud Boheme, bobo parizian deus dibenn an XIX vet kantved. Skeudennaouet en doa evit ar gazetenn sizhuniek fentus,anveet Le Rire. E Montmartre e veve abaoe 1884. Taolenniñ a reas gant e livadurioù buhez kempredel er Moulin-Rouge hag e c’hoarivaoù all. Gantañ e voe livet Aristide Bruant met ivez gisti Paris, e-barzh fouzhlec'hioù a zaremprede stank, ha kaizur eo enno, e voe tapet gantañ ar sifilis. Skeudennet en doa Jane Avril, ar ganourez, Yvette Guilbert ha Louise Weber, anveet gwelloc’h dindan al lezanv La Goulue, dañsourez egsantrik, digaset he doa an dañs Kañkañ end-eunn deus bro-Saoz. Dont rae alies-mat d’an ostaleri : an Tambourin, dalc’het gant ur patron italian Agostina Segatori, hag eo el lec’h-mañ, ma livas poltred brudet Vincent van Goc’h.

Marvidigezh

Kavout a reer bez Toulouse-Lautrec e bered Verdelais, un dar vein simpl eo, ur groaz oksitan en he lein. Loñker touet eo bet e vuhez pad, ha boaz ma veze da veskañ Cognac gant e absinthe pemdeziek, hag e rae fae war doareoù ar c’houlz. Ar c'hiz a oa gantañ kuzhat e veskaj boesoun barzh ur fiolenn moan ha hirig a gustume koach e diabarzh e vazh-bale. Gant e vamm e voe bac’het e-barzh ur bredospital e Neuilly, la folie Saint-James, evit klask bout dizonet diouzh an evaj, ha tallañ ouzh e gudennoù sifilis, a seize dezhañ e gorf a-bezh. Graet e voe dezhañ an dour-terapienn. Livet e voe gantañ ur poltred brudet eus “e ward”.

Livadurioù

Skritelloù

Pennadoù kar

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.